2021-22

Exposition “Barzaz Breiz”

Diskouezadeg “Barzaz Breiz”

Ce jeudi 28 avril, les CE1 et CM1 de Diwan Kerfeunteun se sont rendus à l’exposition « Barzaz Breiz » au musée départemental breton. L’occasion d’en apprendre plus sur la vie du pays au milieu du 19e siècle. Et c’est en breton que les enfants ont été guidés par Annaïg, merci à elle !

Bruno – Kerfeunteun

D’ar Yaou 28 a viz Ebrel eo bet ar re CE1 ha CM1 skol Diwan Kerfeunteun o welet an diskouezadeg « Barzaz Breiz » e mirdi Breizh an departamant. An digarez da c’houzout hiroc’h diwar buhez er vro e-kreiz an 19vet kantved… E brezhoneg eo bet heñchet brav ar vugale gant Annaïg, trugarez dezhi !

Bruno – Kerfeunteun

Le printemps est arrivé

Erruet eo an nevez-amzer

Le printemps est aussi arrivé dans les classes de Laurence et d’Erig. Nous avons réalisé des semis en classe : tournesols, tomates. Dans notre jardin-potager, nous avons semé des fèves et planté des plants d’haricots, de petits pois, de bettes, de fraises.

Laurence – Kerfeunteun

Erruet eo an nevez-amzer e klasoù Laurence hag Erig ivez. Hadet hon eus greun tro-heol, tomatez (er c’hlas) ha favennoù (er-maez). E liorzh ar skol hon eus plantet plant salad, fav glas, piz bihan, beotez, sivi.

Laurence – Kerfeunteun

Poisson d’avril

Peskig Ebrel

Nous avons réalisé de belles queues de poisson pour ce vendredi 1er avril 2022 ! Nous avons découvert un nouveau jeu “Le filet de pêche” et appris la comptine du jeu. Le but du jeu est de ne pas se faire attraper par le filet du pêcheur.

” Pesked bihan, pesked bihan
Diwallit, diwallit!
Pesked bihan, pesked bihan,
Gwelloc’h deoc’h mont kuit
Rak pa gouezho ar roued,
pesked bihan,
E-barzh e voc’h paket !”

Laurence – Kerfeunteun

Savet hon eus lostoù pesked brav evit ar Gwener 1añ a viz Ebrel 2022 ! Dizoloet hon eus ur c’hoari nevez “Roued ar pesketour”. Pal ar c’hoari : chom hep bezañ paket er roued. Desket hon eus rimadell ar c’hoari :

” Pesked bihan, pesked bihan
Diwallit, diwallit!
Pesked bihan, pesked bihan,
Gwelloc’h deoc’h mont kuit
Rak pa gouezho ar roued,
pesked bihan,
E-barzh e voc’h paket !”

Laurence – Kerfeunteun

De la poésie pour célébrer le printemps

Barzhonegoù evit lidañ an nevez-amzer

Quelques haïkus pour célébrer le printemps.

Stéphanie – Kerfeunteun

Un nebeud haikuioù evit lidañ an nevez-amzer. 

Stéphanie – Kerfeunteun

Des masques de couleur

Maskloù liesliv

Des masques multicolores réalisés par les élèves de Stéphanie.

Stéphanie – Kerfeunteun

Maskloù liesliv savet gant skolidi Stéphanie. 

Stéphanie – Kerfeunteun

Mardi gras à Penhars

Meurlarjez e Penharz

Paul Gauguin

Paul Gauguin

Inspirés par l’œuvre de Paul Gauguin, nous avons réalisé cette création. Vous pouvez venir l’admirer à la boulangerie « Pains & Kouign » non loin de l’école ainsi que la création des enfants de la classe d’Erig Rospape et Gaëlle Kervella. Nous irons voir ce tableau au musée des Beaux-Arts de Quimper au mois d’avril. Merci à la Boulangerie « Pains & Kouign » d’avoir organisé ce concours pour les écoles de Quimper.

Laurence – Kerfeunteun

Awenet gant oberenn al livour Paul Gauguin hon doa savet an oberenn-mañ. Gellet a reoc’h dont da welet anezhi e Ti ar baraer « Pains & Kouign » nepell eus ar skol. Mont a raimp da well an oberenn e mirdi an Arzoù Kaer Kemper e miz Ebrel. Trugarez d’ar stal-vara « Pains & Kouign » da vezañ aozet ar genstrivadeg-mañ evit skolioù Kemper.

Laurence – Kerfeunteun

Chandeleur

Gouel ar Gouloù

Pour fêter la Chandeleur, nous avons fait des kouigns du Pays Bigouden sur la billig !

Et voici notre recette : il te faut 1 kg de farine, 600 gr de sucre, 4 oeufs, 1,5 l de lait, 2 sachets de sucre vanillé, 40 gr de levure de boulanger.
Verser et mélanger la farine, le sucre et le sucre vanillé dans un saladier. Ajouter les 4 oeufs et mélanger avec un fouet. Dans un bol, mélanger la levure et le verre de lait. Verser ce mélange et le lait peu à peu sur la pâte. Laisser la pâte monter dans un lieu à bonne température (3 heures). Chauffer la billig à 250°. Mettre une louchée de pâte à cuire sur la billig (ne pas étaler la pâte). Servir avec du beurre, de la confiture ou du sucre !

Laurence – Kerfeunteun

Lidet hon eus Gouel ar Gouloù ! Fardet hon eus Kouignoù Bro Vigoudenn.

Ezhomm zo eus 1 kg bleud, 600 gr sukr, 4 vi, 1 litrad hanter laezh, 2 sac’had sukr vanilhek, 40 gr goell baraer.
Lakaat ha meskañ ar bleud, ar sukr hag ar sukr vanilhek el lestr. Ouzhpennañ ar 4 vi ha kemmeskañ gant ur baser. En ur volenn lakaat ha meskañ ar goell gant ur beradig laezh. Skuilhañ ar meskaj hag al laezh a nebeudoù en toaz. Lezel an toaz da vont e go en ul lec’h tomm (teir eurvezh). Laka ar billig da dommañ war 250°. Laka ur glogead toaz da boazhañ war ar billig (arabat ledañ an toaz war ar billig). Servijit gant koñfitur pe amann ha sukr !

Laurence – Kerfeunteun

Cartes de voeux

Kartennoù hetoù

Nous avons réalisé de belles cartes de vœux. Nous avions préparé les enveloppes  avec l’adresse et le timbre à la maison. Nous les avons postées à la poste centrale de Quimper.

Laurence – Kerfeunteun

Savet hon doa kartennoù hetoù brav ! Prientet hon doa ar goloioù-lizher gant ar chomlec’h hag an timbr er gêr. Lakaet hon doa anezho er voest-lizheroù e kreiz-kêr Kemper.

Laurence – Kerfeunteun

Défi La Salamandre

Difi La Salamandre

Les élèves de grande section de Kerfeunteun ont participé au défi proposé par la revue La Salamandre : construire une mangeoire pour les oiseaux avec une orange. Nous attendons les résultats !

Gaelle – Kerfeunteun

Skolidi klas re vras Kerfeunteun o deus kemeret perzh en difi aozet gant ar gelaouenn La Salamandre : sevel ur c’homm evit al laboused gant un orañjezenn. Emaomp o c’hortoz an disoc’hoù !

Gaelle – Kerfeunteun

Théâtre par les CE2

C’hoariva gant ar re CE2

Deux pièces de théâtre ont été présentées aux primaires de Kerfeunteun à l’initiative des CE2 : “Rozenn ha moneiz ar gouignenn” et “Beg figus eo Rozenn”.

Kinniget eo bet daou bezh-c’hoari gant ar re CE2 da skolidi kentañ-derez Kerfeunteun : “Rozenn ha moneiz ar gouignenn” ha “Beg figus eo Rozenn”.

Koumoulennig

Koumoulennig

Ce jeudi 2 décembre, les élèves de maternelle des trois écoles ont assisté à un spectacle de Jean-Luc et Noah Roudaut conté et chanté en langue bretonne proposé par Ti ar Vro Kemper. Le spectacle racontait l’histoire de Petit nuage (Koumoulennig), un nuage qui vole au secours des animaux d’Afrique. Le conte était entrecoupé de chansons, ce qui nous a permis de participer à l’aventure en compagnie des artistes.

D’ ar Yaou 2 a viz Kerzu 2021 e oa bet kinniget d’an teir skol-vamm un istor kontet ha kanet e brezhoneg gant Jean-Luc ha Noah Roudaut. An abadenn a gonte istor Koumoulennig, ur goumoulenn wenn a glask sikour loened Afrika. Lusket e oa an abadenn gant kanaouennoù a-benn lakaat an arvesterien da gemer perzh en avañtur gant an arzourien.

Victor Vasarely

Victor Vasarely

Au mois de novembre, nous avons observé les œuvres de Victor Vasarely. Il utilise beaucoup les formes géométriques : carré, ronds… dans ses tableaux.
Nous nous en sommes inspirés pour fabriquer le calendrier de décembre (jusqu’aux vacances) en forme de sapin.
Nous avons peint des carrés et des boîtes de fromage rondes avec quatre couleurs. Nous avons collé les boîtes sur les carrés puis construit un sapin en veillant à ne pas coller deux carrés de même couleur côte à côte. Les grandes sections ont écrit les nombres de 1 à 17 sur les boîtes.
Depuis le 1er décembre, on ouvre une boîte chaque jour (ou plus les lundis et jeudis pour les jours sans école).
Dans les boîtes on trouve des devinettes, des recettes, des défis à faire par équipe, une chanson, une histoire…
Des surprises tous les jours pour attendre les vacances !

Nadine – Penharz

E miz Du hon doa sellet ouzh oberennoù Victor Vasarely. Implijout a ra kalz ar stummoù mentoniel : karrezioù, rontoù… en e daolennoù.
Diwar ar patrom-se hon doa savet un deiziadur evit miz Kerzu (betek ar vakañsoù) e stumm ur wezenn-sapr.
Livet hon doa karrezioù ha boestoù fourmaj ront gant pevar liv.
Peget hon doa ar boestoù war ar c’harrezioù ha savet ur wezenn en ur chom hep lakaat daou garrez gant ar memes liv kichen-ha-kichen. Ar re vras o doa skrivet an niveroù eus 1 da 17 war ar boestoù.
Abaoe an c’hentañ a viz Kerzu e vez digoret ur voest bemdez (pe muioc’h d’al Lun ha d’ar Yaou evit an devezhioù hep skol).
Er boestoù e vez kavet divinadelloù, rekipeoù, daeoù d’ober a-skipailh, ur ganaouenn, un istor…
Souezhadennoù bemdez da c’hortoz ar vakañsoù !

Nadine – Penharz

Mots croisés

Gerioù-kroaz

Affiches réalisées durant les “eskemmoù” à Kerfeunteun : des mots croisés avec les prénoms des élèves !

Skritelloù savet e-pad an eskemmoù e Kerfeunteun : gerioù-kroaz gant anvioù-bihan ar skolidi !

L’alphabet des trésors

Lizherenneg an teñzorioù

Cette année, les enfants de la classe de grande section de maternelle de Kerfeunteun vont dehors régulièrement pour faire connaissance avec le monde qui les entoure. Ils ont créé un alphabet à partir des trésors récoltés autour de l’école. Attention, en breton, on n’utilise pas toutes les lettres de l’alphabet français !

Gaelle – Kerfeunteun

Er bloaz-mañ, e Kerfeunteun, bugale klas ar re vras skol-vamm a ya er-maez ingal evit ober anaoudegezh gant ar bed a zo tro-dro dezho. Savet o deus ul lizherenneg  gant teñzorioù an natur dastumet tro-dro d’ar skol. Taolit evezh, ne vez ket implijet e brezhoneg an holl lizherennoù implijet e galleg !

Gaelle – Kerfeunteun

“Ar wastell avaloù”

“Ar wastell avaloù”

Nous avons écouté l’histoire « Ar wastell avaloù » (Le gâteau aux pommes) de Yann-Fañch Jacq puis nous avons cuisiné deux gâteaux aux pommes. L’après-midi, nous avons invité la classe de Gaelle Menez à venir déguster notre gâteau. Comment était notre gâteau ? Délicieux, bien sûr !

Laurence – Kerfeunteun

Selaouet hon doa istor “Ar wastell avaloù” (testenn gant Yann-Fañch Jacq). Da c’houde hon doa fardet div wastell avaloù. Goude merenn hon doa pedet klasad Gaelle Menez da zont da zebriñ ar wastell avaloù bet fardet ganeomp. Saourus e oa evel-just !

Laurence – Kerfeunteun

Etiquettes décoratives

Kinklañ an doug-mantilli

Les enfants de moyenne section ont utilisé du papier journal pour décorer les cartes des porte-manteaux qui se trouvent dans le couloir de la classe, ils ont collé les étiquettes de leur prénom (écrit en capitales d’imprimerie et en script).

Laurence – Kerfeunteun

Paper journal o deus implijet bugale rummad ar re grenn evit kinklañ kartenn o doug-mantilli e trepas ar skol. Peget o deus warno o anv (skritur distag bras ha skritur distag bihan).

Laurence – Kerfeunteun