2022-23

Des comédiens à Kerfeunteun

Komedianed e Kerfeunteun

Le mardi 3 mai, les élèves de CE1 ont présenté deux saynètes extraites des histoires de Rozenn et Fañch al laer (“Rozenn ha moneiz ar gouignenn” et “Beg figus eo Rozenn”). De véritables  comédiens se sont révélés !

Stéphanie (Kerfeunteun)

D’ar Meurzh 3 a viz Mae o doa kinniget ar re CE1 div abadennig savet diwar istorioù Rozenn ha Fañch al Laer (“Rozenn ha moneiz ar gouignenn” ha “Beg figus eo Rozenn”). Komedianed eus ar c’hentañ hon eus gwelet ha klevet !

Stéphanie (Kerfeunteun)

 

Le “Land Art”

Al “Land Art”

Nous avons observé les œuvres d’ Andy Goldsworthy, Bob Verschueren et Robert Smithson. Ensuite, nous sommes allés au bout du chemin de Kervoger et nous avons créé nos propres œuvres éphémères en utilisant de petits objets naturels. Regardez !

Laurence (Kerfeunteun)

Sellet hon eus pizh ouzh oberennoù Andy Goldsworthy, Bob Verschueren ha Robert Smithson. Goude omp bet da bourmen e penn hent Kervoger. Savet hon eus hon oberennoù “Land art” gant meinigoù, tammoù koad, bleunioù…Berrbadus int. Sellit !

Laurence (Kerfeunteun)

 

Concours de nouvelles

Kenstrivadeg danevelloù

Le vendredi 24 mars, les élèves de CM Kerfeunteun ont été invités à la remise des prix du concours de nouvelles en breton proposé par Ti ar Vro Kemper. Ils ont eu l’agréable surprise d’obtenir le prix dans la catégorie des scolaires.

D’ar Gwener 24 a viz Meurzh e oa bet pedet skolidi CM Kerfeunteun da vont da d-Ti ar Vro Kemper evit disoc’hoù kenstrivadeg danevelloù diwar-benn an erc’h. Ur souezhadenn vrav a oa gouzout e oa aet ar maout gante.

 

Parc marin de la mer d’Iroise

Park natur mor an Hirwazh

Le vendredi 3 mars, Jean et Marine sont venus à Diwan Kerfeunteun nous expliquer leur métier : ils travaillent au Parc Marin de la mer d’Iroise et ils recensent les oiseaux et les animaux qui vivent dans la mer. Ils tentent de comprendre leur mode de vie afin de pouvoir les protéger. 

Grâce à eux, nous avons appris beaucoup de choses sur notre environnement !

D’ar Gwener 3 a viz Meurzh e oa bet Jean ha Marine e skol Kerfeunteun o tisplegañ o micher deomp : labourat a reont e Park Natur Mor an Hirwazh. Studiañ ha renabliñ a reont al laboused hag al loened-mor. Klask a reont gouzout penaos e vevont evit gallout gwareziñ anezho.

Desket hon eus ur bern traoù diwar-benn hon endro a-drugarez dezho !

Mardi gras à Krec’h Gwenn

Meurlarjez e Krec’h Gwenn

Mardi gras sous le soleil à Krec’h Gwenn !

Amzer vrav a oa bet evit lidañ Meurlarjez e Krec’h Gwenn !

À la rencontre des Béliers

Emgav gant Maouted Kemper

Ce mardi 17 janvier, les élèves de la classe de CM1 / CM2 de l’école Diwan de Kerfeunteun ont pu rencontrer les joueurs de Basket des Béliers de Kemper à la salle Michel Gloaguen. Ce sont Paul-Lou Duwiquet et Antoine Wallez qui leur ont préparé une séance d’entraînement à base de petits ateliers. Après un petit échauffement, ils ont ainsi slalomé balle en main, dribblé et marqué des paniers à plus de 3 mètres de haut.

Ils ont été impressionnés par la taille de nos basketteurs et notamment celle d’Izan Le Meut avec ses 2,16 m. Après l’entraînement, ils ont eu le droit à une petite séance de dédicace.

“Plijadur !” (Plaisir) était le maître mot de la matinée.

D’ar Yaou 17 a viz Genver oa en em gavet ar c’hlasad CM1 / CM2 skol Diwan Kerfeunteun er sal Michel Gloagen gant c’hoarierien basket skipailh ar maouted Kemper. Dindan ren Paul-Lou Duwiquet hag Antoine Wallez o doa pleustret o kemer perzh e stalioù evit bezañ gouest da vestroniañ ar vell. Driblañ, lakaat ar volotenn er baner 3m05 uhel, distreiñ en ur slalomiñ.

Bamet e oant bet gant ment ar c’hoarierien ha dreist-holl gant 2,16 m Izan Le Meut. Goude an abadenn o deus lakaet da sinañ o botoù. Brav e oa en em gavout gant ar skipailh !

Plijadur o do c’hoazh ar vugale o tegemer ar c’hoarierien ar sizhun o tont er skol. Dont ar raio ar skolidi da vezañ skolaerien evit ur wech, pa vo ret dezho kelenn brezhoneg d’ar c’hoarierien.

“Les couleurs de mes rêves” à Kerfeunteun

“Livioù ma hunvreoù” e Kerfeunteun

La Grande Lessive est une installation artistique éphémère qui se déploie un même jour (cette année le jeudi 20 octobre 2022) tout autour de la Terre, qu’il pleuve ou qu’il vente, en utilisant un même dispositif : les œuvres sont sur un fil à linge, comme le linge qui sèche dans le vent.

Staliet e vez ar gannadeg vras en un doare berrbad e-kerzh ar memes devezh er bed a-bezh, na rafe glav na vefe avel. Ar bloaz-mañ e oa d’ar Yaou 20 a viz Here 2022. Staget hon doa an oberennoù a-istribilh ouzh un neudenn evel an dilhad o sec’hiñ en avel dirollet.