2018-19

Buhez ar skolioù

Ar Roue Marc’h

Ar Roue Marc’h

Découvrez la pièce de théâtre de Skol Diwan Kerfeunteun “Ar Roue Marc’h” jouée par les élèves mardi 2 juillet au Jardin de l’Evêché. 

Un grand merci à Thelo Mell pour la vidéo.

Dizoloit pezh-c’hoari Skol Diwan Kerfeunteun “Ar Roue Marc’h” bet c’hoariet gant ar skolidi d’ar Meurzh 2 a viz Gouere e Liorzh an Eskopti.

Trugarez vras da D-Thelo Mell evit ar video.

Diwan sport 

Diwan sport

Diwan Sport a eu lieu le mardi 25 juin 2019. Nous nous sommes rendus sur un grand terrain pour jouer avec d’autres écoles Diwan : Penharz, Pontekroaz et Plogastell.

Le premier atelier était le jeu “Poules, serpents et renards”. Les poules mangeaient les serpents, les serpents mangeaient les renards et les renards mangeaient les poules.

Dans le deuxième atelier, il y a avait des jeux très grands comme les échecs, les dames, le mikado, le jeu de l’oie…

Dans le troisième atelier, on pouvait jouer au “Jeu du mouchoir” : deux équipes jouaient l’une contre l’autre. Un nombre avait été donné à chaque enfant, une personne sur le côté appelait un nombre et les deux enfants appelés essayaient d’attraper le mouchoir, placé au milieu du terrain, le plus vite possible.

Le quatrième atelier était une course aveugle : il fallait cacher les yeux d’un enfant et un autre enfant le guidait en lui parlant sur un circuit parsemé d’obstacles, afin de lui faire éviter les pièges.

Le cinquième atelier était nommé “Traverser la rivière”. Il y avait une rangée de briques, les enfants étaient installés dessus. Il ne restait qu’une brique sans personne dessus. Il fallait que les enfants avancent en faisant passer la dernière brique de main en main jusqu’au dernier enfant. Celui-ci la plaçait devant lui puis montait dessus, les autres enfants le suivaient. Et ainsi de suite…

Le dernier atelier était nommé “Tempête en mer”. Chaque enfant se trouvait près d’un plot, à l’exception de l’un d’entre eux qui restait au milieu du terrain. Celui-ci disait une phrase très fort, par exemple : “les enfants qui ont les cheveux blonds, changez de place !” et il essayait de prendre la place de quelqu’un d’autre. Un nouvel enfant arrivait au milieu du terrain. 

A midi, nous avons pique-niqué à l’école sur la pelouse et après-midi nous avons fait une course d’orientation avec la classe de Marivon.

 Texte des CP – CE1 – Classe de Stéphanie

D’ar Meurzh 25 a viz Even 2019 e oa bet aozet Diwan Sport. Bet e oamp bet war un dachenn vras evit c’hoari gant skolioù Diwan all : Penharz, Pontekroaz ha Plogastell. 

Ar stal gentañ a oa ar c’hoari « Yer, naeron ha lern ». Ar yer a zebre an naeron, an naeron a zebre al lern hag al lern a zebre ar yer.

En eil stal e oa c’hoarioù ramzel evel echedoù, an damez, ar mikado, c’hoari ar gwazi…

An trede stal a oa « C’hoari ar mouchouer » : daou skipailh a c’hoarie an eil a-enep egile. Un niver a oa bet roet da bep bugel, un den war ar c’hostez a c’halve un niver hag an daou vugel galvet a glaske mont da gerc’hat ar mouchouer, lakaet e-kreiz an dachenn, ar buanañ ma c’hellent.

Ar pevare stal a oa ur redadeg dall : dav e oa mouchañ daoulagad ur bugel hag ur bugel all a heñche anezhañ en ur gomz outañ war un hentad ma oa bet lakaet skoilhoù, evit tremen hebioù an toulloù-trap.

Ar pempvet stal a oa anvet « Treuziñ ar stêr ». Bez’ e oa ur renkennad brikennoù, ar vugale a oa staliet warno. Chom a rae ur vrikenn hep den ebet warni. Ret e oa d’ar vugale mont war-raok en ur lakaat ar vrikenn diwezhañ da dremen a zorn da zorn betek ar bugel diwezhañ. Hennezh a lakae anezhi dirazañ, en em lakaat a rae warni hag ar vugale all d’e heul. Hag all hag all…

Ar stal diwezhañ a oa anvet « Korventenn war vor ». Pep bugel a oa e-kichen un tos, nemet ur bugel a chome e-kreiz an dachenn hep netra. Hemañ a lavare ur frazenn kreñv-tre, da skouer : « ar vugale o deus blev melen, cheñchit plas ! » ha klask a rae kemer plas unan all. Ur bugel nevez en em gave e-kreiz an dachenn. 

Da greisteiz e oamp bet o piknikañ er skol war al leton ha goude merenn hon doa graet ur redadeg en em lec’hiañ gant Klas Marivon.

Testenn savet gant klasad CP – CE1 Stéphanie

Kermesse de l’école 

Kermes ar skol

La kermesse de l’école a connu un grand succès cette année encore ! 

Berzh bras en doa graet kermes ar skol er bloaz-mañ c’hoazh ! 

En kayak à Kemper 

Kaiakiñ e Kemper

Les élèves de CM des écoles de Kerfeunteun et de Penhars se sont retrouvés mardi 28 mai à l’occasion d’une journée sportive. Un petit tour en car les a emmenés à Krec’h Gwenn vers 9h15. Sans perdre de temps les moniteurs du Club de kayak de Kemper ont constitué 4 groupes : 2 de CM1 (une première pour certains d’entre eux) et 2 autres avec les CM2 (6 séances l’an dernier en ont fait des apprentis kayakistes sérieux).

Avec un bateau pour chacun, la matinée étaient consacrée aux jeux sur l’étang. Certains sont tombés à l’eau. Mais les “naufragés” semblaient y trouver leur compte.

Après le pique-nique de midi, les CM1 sont repartis passer du bon temps sur l’étang alors que les chevronnés CM2 partaient à l’aventure sur l’Odet.

Quelle belle journée !… 

D’ar Meurzh 28 a viz Mae eo en em gavet skolidi CM skol Kerfeunteun ha Penharz evit un devezh sportel. Gant ar c’harr-boutin e oant erruet e Krec’h Gwenn tro 9 eur 15. Hep koll amzer e oa bet savet 4 strollad gant monitourien Klub Kaiak Kemper : 2 gant ar re CM1 (evit lod e oa er wezh kentañ dezho kaiakiñ) ha 2 all gant ar re CM2 (6 abadenn kaiak o doa bet warlene, peadra d’ober danvez-kaiakourien a-zoare anezho).

Gant ur c’haiak da bep hini e oa bet gouestlet ar mintinvezh da c’hoari war ar stank.

Lod a oa kouezhet en dour met ne oa ket ur gudenn. Plijus e seblante bezañ zoken.

Da greisteiz e oa erruet poent piknikañ, peadra da adpakañ nerzh evit abadenn goude-merenn.

C’hoarioù all zo bet graet gant ar re CM1 war ar stank met evit ar re CM2 e oa un avañtur : kaiakiñ war ar stêr-Oded. Un digarez da gaout ur sell divoutin war ar stêr brav-eston-se.

Plijadur zo bet, a-dra-sur !

Séances de massage

Prantadoù dorlo

Polly nous propose régulièrement des séances de massage. Nous avons appris des mouvements différents qui nous apporte calme et sérénité : le moulin, la chenille, le parachute, l’anémone… 

Dont a ra ingal Polly da ginnig prantadoù dorlo deomp. Desket hon eus jestroù disheñvel a zegas sioulder ha sederoni deomp : ar vilin, ar viskoulenn, an harz-lamm, ar vronn-vor…

Théâtre

C’hoariva

L’école toute entière travaille en ce moment avec Yann-Edern Jourdan, comédien professionnel, sur la pièce de théâtre “Ar Roue Marc’h”. La représentation aura lieu en toute fin d’année.

4 hanter-zevezh gant Yann-Edern Jourdan, den a-vicher, evit sevel ur pezh-c’hoari diwar Ar Roue Marc’h. Ar skol a-bezh, eus ar skol-vamm betek ar re CM2, a gemer perzh er raktres-mañ. Diskouezet e vo ar pezh-c’hoari e fin ar bloaz.

Sortie de fin d’année

Ermeziadenn fin ar bloaz

Le vendredi 17 mai 2019, nous avons été à Treffiagat sur la côte dans le Pays bigouden. Nous avons souhaité en savoir davantage sur les animaux marins. Nous avons découvert des poissons, escargots de mer, bigorneaux, moules, oursins, étoiles de mer, crabes… Nous avons beaucoup appris. Ainsi, par exemple, lorsque des étoiles de mer se battent, elles perdent un bras qui sera à l’origine d’une autre étoile de mer.  Les crabes aussi perdent une pince pour se défaire d’une mauvaise posture mais cela ne suffit pas pour que naisse un bébé crabe. Quand les escargots de mer ne se sentent pas en sécurité, ils crachent un liquide rose.

A midi, nous avons pique-niqué dans un champ et beaucoup joué. Ensuite, nous avons été jusqu’au vieux phare de Penmarc’h dans lequel se tiennent deux expositions. La première est consacrée aux phares tandis que la seconde propose d’admirer les affiches de Fañch an Henaff. Nous avons découvert cette exposition au travers de quelques jeux. Avant de partir, nous avons pris une photo en sa compagnie sur laquelle apparaît l’affiche “ñ”.

Classes de Marivon & Stéphanie

Pour en savoir plus :
 http://www.penmarch.fr/tour-tan-de-fanch-le-henaff-au-vieux-phare/

D’ar Gwener 17 a viz Mae 2019 e oamp bet war an aod e Triagad er Vro Vigoudenn. Aet e oamp da furchal etre ar reier evit gouzout hiroc’h diwar-benn al loened mor. Dizoloet hon doa pesked, melc’hwed-mor (saout-mor), bigorned, teureug, meskl, stered-mor, kranked… Desket hon doa ur bern traoù, da skouer, pa vez ar stered-mor oc’h en em gannañ e laoskont ur  « vrec’h » war o lerc’h hag ober a raio ur steredenn-vor all. Heñvel evit ar c’hranked, leuskel a reont ur meud war o lerc’h evit en em dennañ, met ne ra ket ur babig. Pa vez ankeniet  ar « melc’hwed-mor » e tufont dour roz. 

Da greisteiz e oamp bet en ur park evit debriñ ha c’hoariet hon doa kalz. War-lerc’h e oamp bet en un tour-tan ma oa div ziskouezadeg. An hini gentañ a oa diwar-benn an tourioù-tan hag an eil diwar-benn skritelloù Fañch An Henaff. Dizoloet hon doa an diskouezadeg en ur respont d’un nebeud c’hoarioù. A-raok mont kuit hon doa tennet ur poltred gant an arzour a oa ar skritell “ñ” gantañ.

Klasoù Marivon & Stéphanie

Evit gouzout hiroc’h :
http://www.penmarch.fr/tour-tan-de-fanch-le-henaff-au-vieux-phare/

Séance de cinéma

Abadenn sinema

Les élèves ont assisté à une séance de cinéma le mardi 30 avril au Cinéville de Kemper. Azur hag Azmar, récemment doublé par Dizale a notamment été proposé aux enfants.

D’ar sinema e oa bet ar skolidi d’ar Meurzh 30 a viz Ebrel. Plijet-bras e oant bet o sellet ouzh an dresadenn-vev Azur hag Asmar peurgetket.

Rencontre avec l’UJAP

Emgav gant an UJAP

La classe de CP/CE1 de l’école Diwan s’est rendue à la salle de basket de l’UJAP le jeudi 25 avril afin de se familiariser avec ce sport. Après un rappel des règles et de la finalité du basket, Sébastien Auffret a initié les élèves à ce sport en leur proposant différents ateliers : parcours en dribblant, passes aux co-équipiers et lancers au panier.

Quelques jours plus tard, deux joueurs de l’UJAP, Bernard King et Lucas Dussoulier, leur ont rendu visite à l’école, afin de poursuivre cet échange. De leur côté, les élèves avaient préparé des jeux (mimes, devinettes…) afin d’apprendre quelques mots de breton aux joueurs.

Cette rencontre s’est terminée par une démonstration sur la cour. Les élèves ont également été invités, avec leur famille, à assister à un match de l’UJAP.

D’ar Yaou 25 a viz Ebrel 2019 e oamp bet en UJAP (ur sal basket). Desket hon doa penaos c’hoari basket, ober kasoù, dribloù ha bannañ ar volotenn er baner.

Kinniget e oa bet deomp teir stal :

– Er stal gentañ e oamp oc’h ober dribloù ha war ar memes tro e oa ret deomp heuliañ un hentad ma oa ur slalom ha ma oa ret bale war « traoù » blot. Ret e oa distreiñ en ur redek ar buanañ posupl.

– En eil stal e oa ret ober kasoù en ur vannañ kreñv ar volotenn war al leur.

– En trede stal e oa ret deomp kerzhout daou baz diouzh renk, lammat ha bannañ ar volotenn er baner.

Evit echuiñ hon doa graet ur redadeg. Plijadur hon doa bet !

D’ar Meurzh 30 a viz Ebrel e oa bet daou c’hoarier basket eus an UJAP er c’hlas :

Bernard King eus Ar Stadoù-Unanet ha Lucas Dussoulier. Savet hon doa goulennoù outo ha kinniget hon doa ur c’hoari dezho, « an den krouget », evit degas un nebeud gerioù e brezhoneg dezho. Er fin e oamp bet war ar porzh evit c’hoari basket.

Séances de natation

Kentelioù kouronkañ

Depuis le début de l’année, tous les élèves de primaire suivent des cours de natation pendant un trimestre. Actuellement, ce sont les élèves de CP et CE1 qui se rendent à la piscine de “Kerlann Vihan” chaque lundi matin.

Abaoe deroù ar bloaz e vez roet kentelioù kouronkañ da holl skolidi ar c’hentañ-derez e-pad un trimiziad. Er mare-mañ eo holl skolidi CP ha CE1 az a da boull-neuial “Kerlann Vihan” bep Lun vintin.