Gouel ar brezhoneg war plasenn ti-kêr Kemper d’ar merc’her 18 a viz Mae : evit ar vugale hag ar gerent

D’ar merc’her 18 a viz Mae e vo aozet war plasenn ti-kêr ur gouel war mod eus ar pezh a oa bet kinniget pa oa tremenet ar Redadeg ar bloazh tremenet. Dalc’het eo ar gouel evit kelaouiñ an dud diwar-benn kelenn ar brezhoneg eus an ti magouri betek ar c’hentelioù evit ar re deuet. Un digarez eo ivez evit ober ur fest gant un abadenn sonerezh, krampouezh da zebriñ, ur verenn vihan evit ar vugale… Adarre, pouezhus eo kavout ar muiañ posupl a dud evit sikour, ar muiañ posupl a vugale da ganañ ha dañsal goude merenn. Muioc’h a ditouroù a vo kaset deoc’h araok ar vakansoù.