Doriou Digor 20 / 21 a viz mae

D’ar gwener 20 a viz Mae (etre 3 eur ha 6 eur hanter) ha d’ar sadorn 21 (etre 10 eur ha kreizteiz hanter) e vo digor an div skol Diwan e (skol vamm ha kentañ derez) e Kemper d’an holl re a zo dedennet. D’ar sadorn mintin e kemero perzh bugale ar skol da atelieroù evit deskiñ savet en ur mod c’hoarius, evel hini an “eskemmoù” a zo aozet e-pad ar sizhun gant bugale eus klasoù disheñvel.