Manifestation samedi 15 en soutien à l’école Diwan de Louaneg

En em vodet eo ar C’huzul merañ d’an 8 a viz Gwengolo 2012 e Karaez hag amañ da heul e

vo kavet ar mennad degemeret gantañ.

Le Conseil d’administration DIWAN s’est réuni le 8 septembre 2012 à Carhaix. Veuillez trouver ci-après, la

motion qu’il a adoptée.


Dipitet eo izili Kuzul Merañ Diwan bodet d’an 8 a viz Gwengolo o wiriañ n’eo bet kavet

diskoulm ebet c’hoazh evit skol Diwan Louaneg ur sizhunvezh goude an distro-skol. E anv

ar 51 skol gevredigezhel dre soubidigezh, laik, digoust ha digor d’an holl e tegas Kuzul

Merañ rouedad Diwan e skoazell plaen da tud ar vugale skol Louaneg. Mantrus eo laoskel

un dregontad bennak a vugale oadet a 2 vloaz betek 10 vloaz hep skol. Un diskoulm a rank

bezañ kavet e anv kevatalded ar vugale en deskadurezh : ar buanañ posupl eo ret d’ar

skolidi-mañ adkavout ur vuhez skol reizh. Gervel a ra rouedad Diwan an holl dud tost o

c’halon da gwirioù ar vugale hag ar brezhoneg da vanifestiñ e Louaneg Disadorn a zeu

d’ar 15 a viz Gwengolo da 3eur d’enderv evit goulenn ma vo loc’het en-dro gant an

eskemmoù ret evit kavout un diskoulm a zere.


Le conseil d’administration de Diwan réuni le 8 septembre à Carhaix constate avec regret

qu’aucune solution pour l’école Diwan de Louannec n’a encore été trouvée une semaine après la

rentrée des classes. Le CA du réseau Diwan, au nom des 51 établissements scolaires associatifs

par immersion, laïcs, gratuits et ouverts à tous, apporte son soutien sans réserve aux parents de

l’école Diwan de Louannec. Il est inimaginable de laisser à la rue une trentaine d’enfants agés

de 2 à 10 ans. Une solution doit être trouvée au nom de l’égalité des enfants devant l’éducation :

ces élèves doivent retrouver au plus vite des conditions normales de scolarisation. Le réseau

Diwan appelle tous les citoyens attachés aux droits des enfants et à la langue bretonne à

manifester samedi prochain 15 septembre à 15 heures à Louannec pour demander la

réouverture du dialogue nécessaire à la recherche d’une solution appropriée.