Manifestadeg evit adunvaniezh Breizh d’an 28 a viz Even 2014 e Naoned.

diwanManifestation pour la réunification de la Bretagne du 28 juin 2014 à Nantes

plann ha kreñv eo soñj izili rouedad ar skolioù Diwan.

N’eus nemet gant Breizh adunvanet, gant 5 departamant, ha gant muioc’h a c’hallout war bolitikerezh ar sevenadur hag ar yezh e vo gwarantet treuzkas-pad ar brezhoneg ha stummañ brezhonegerien nevez.

Abaoe 37 bloaz e ouiomp ivez ne vo diorret pad ar c’helenn dre soubidigezh e Breizh a-bezh nemet gant an adunvaniezh ha gant muioc’h a c’hallout roet d’ar rannvro.

N’eo ket a-du izili ar rouedad evit ma vefe unvanet rannvro Breizh gant rannvro Broioù al Liger. Gant ar raktres-se e vefe destuziet muioc’h c’hoazh an dud e Liger-Atlantel ; ar pezh a zo bet kroget dija. Kaset e vefe politikerezhioù war sevenadur ha yezhoù Breizh d’ar strad ha ne vefe ket mui eus Breizh.

An disoc’h nemetañ a vefe fin ar pezh a zo bet savet ha treuzkaset abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Fin ar skolioù Diwan dre soubidigezh e brezhoneg e vefe sur awalc’h.

Gervel a ra izili Diwan da gemer perzh er vanifestadeg d’an 28 a viz Even 2014 e Naoned evit ma vefe kemeret e kont youl ar geodedourien gant ar stad hag evit ma vefe adunvanet Breizh a-benn ar fin.

La conviction du réseau des écoles Diwan est claire et forte.

Seule une Bretagne réunifiée à cinq départements et dotée de compétences élargies en matière de politique culturelle et linguistique garantira la pérennité de la transmission de la langue bretonne et la formation de 

Depuis trente-sept ans, nous savons aussi que seules la réunification et le renforcement des compétences permettront un développement pérenne de l’enseignement immersif dans l’ensemble de la Bretagne historique.

Diwan dénonce les projets d’unifier les régions administratives de Bretagne et des Pays de la Loire. De tels projets ne conduiraient qu’à une acculturation forcée, et déjà en cours, des habitants de Loire-Atlantique. Ils ne mèneraient qu’à la dissolution de la Bretagne, à l’extinction des politiques de la culture et des langues de

De tels projets n’aurait qu’une issue, irrémédiable: la mort de tout ce qui a été construit et transmis depuis des décennies et sans doute aucun, la mort des écoles immersives en langue bretonne Diwan.

Nous appelons donc à manifester le samedi 28 juin 2014, à Nantes, pour exiger qu’enfin, l’Etat prenne en compte la volonté des citoyens, pour exiger qu’enfin, la Bretagne soit réunifiée.